Georges Jacques Danton, lesanvet d'Anton[1], ganet d'ar 26 a viz Here 1759 en Arcis-sur-Aube hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Ebrel 1794 (16 germinal bloavezh II) e Pariz, a oa un alvokad e kuzul ar Roue hag ur politikour gall, ministr ar justis. Danton a oa unan eus pennoù bras an Dispac'h Gall, evel Mirabeau. An daou zen a oa prezegerien dispar gant ur spered bouilh, met Danton a oa ivez un den a blije dezhañ bevañ diroll (enebourien ar Reveulzi a rae eus outañ « Mirabeau ar wazh-dour »). E-tal Danton e vez Robespierre hag en doa eñ ur vuhez enep a-grenn diouzh e hini. Danton eo hag a oa bet paotr ar « Vammvro en arvar » pa oa bet aloubet Bro-C'hall e-kerzh aloubadenn Eost 1792. Deuet e oa a-benn da unvaniñ darn eus ar reveulzierien a-enep an alouber en ur implij an holl daoreoù posubl : embann a rae e oa "Ret [eo] deomp kaout herbed, herbed c'hoazh, herbed bepred, ha Bro-C'hall a vezo savetaet" evit trec'hiñ an enebour. Dre pleustrelouriezh, e oa kroget er memes koulz da glask ar peoc'h gant enebourien ar vro dre emglevioù kuzh.
Evel Robespierre, dont a ra buan da vezañ un den dreistordinall gant harperien leal. Evit an istorourien hervez ma z'int a-du gant Robespierre pe gant Danton e vo stourmoù ideologel ha politikel garv dreist-holl e-kerzh an Trede Republik. Evit harperien Robespierre, Danton a oa ur politikour hep damant, tost ouzh an arc'hant, prest da dreitouriñ an Dispac'h. Evit e harperien e oa un demokrat birvidik, brogarour don hag un den Stad brokus.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search